vodou

Lakaet enlinenn d’an 31.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

vodou, pennanv hag adanv.

  1. Pennanv holleg benel. Relijion deuet diwar azeulerezh ar ganadur mesket gantañ elfennoù eus ar gristeniezh hag a zo stank en ul lodenn eus Afrika ar C'hornaoueg hag en Antilhez dreist-holl.
    Respount ’ta ! ha lez da vodou ! Kannad Arvor, niv. 1418, 1907
    Ne fell ket din gwelout unan eus va bugale debret gant paotred ha merc'hed ar Vodou… (Jeused, 1967:413)
    Bodet em eus en-dro din furañ Furien Abigwe, gwellañ sorserien, beleien veur ar Vaodou, ha gward ar c’hoadoù sakr, ha pep hini en deus graet e labour. (Coz, 2015:17)
  2. Adanv. A denn d’ar relijion-se.
    E Haiti e oa deut an abadennoù-orged vaodou da vezañ stankoc'h-stankañ, hag eus Afrika e teue brudoù enkrezus. (Lovecraft ha Lermen, 2015:7)
    An delwennig - idol, pe hudell, pe me oar-me - a oa bet seziset, un toullad mizioù a-raok, el laginier koadek a zo e kreisteiz New Orleans, e-skeud ur skrapadeg war ur strollad tud hag a seblante derc'hel un emvod vaodou; hag al lidoù sevenet gante a oa ken iskis ha ken euzhus ma voe anat d'ar boliserien e oant degouezhet gant un azeulerezh teñval, dizanav a-grenn dezhe ha kalz diaoulekoc'h c'hoazh eget an duañ azeulerezhioù heuliet e kelc'hioù vaodou afrikat. (Lovecraft ha Lermen, 2015:8)
    Un dra vaodou e oa, evit doare, met kalz spontusoc'h eget kement tra vaodou o doa gwelet biskoazh; ha darn eus o merc'hed hag eus o bugale a oa steuziet abaoe ma oa krog mouezh an tamtam milliget da dregerniñ dizehan e don ar c'hoadeier du tasmantet 'lec'h na grede hini ebet en em risklañ. (Lovecraft ha Lermen, 2015:10)
    Aozet e oa an abadenn vaodoù war harzoù ar c'hontre argarzhet-se, met fall a-walc'h e oa al lec'h; ha marteze e oa bet spontet an annezerien muioc'h gant al lec'h dibabet evit al liderezh eget gant an trouzioù hag an darvoudoù heugus. (Lovecraft ha Lermen, 2015:10)
    Antilhezidi pe enezidi eus Brava er C’hab Glas, hag a roe ul liv vaodou d'al liderezh liezorin-se. (Lovecraft ha Lermen, 2015:12)

Gerdarzh

Diwar ar galleg vaudou, deuet diwar vodu, ger eus ur yezh eus Afrika ar C'hornaoueg (Quemada, 1994).

Levrlennadur

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etreboradel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kazetenn

Le Courrier du Finistère, niv. 1418, 16 a viz Meurzh 1907, « Lena », p. 3.

Oberennoù ha pennadoù

  • Coz, Annie : 2015. « An deroù ». Al Liamm, niv. 409, Meurzh-Ebrel 2015, p. 15-22.
  • Jeused, Teofil : 1967. « Hor bara pemdeziek ». Al Liamm, niv. 124, p. 405-417.
  • Lovecraft, Howard Phillips ; Lermen, Françoise (troerez) : 2015. Galv Cthulhu. Diembann.
  • Quemada, Bernard (rener) : 1994 : Trésor de la langue française – Dictionnaire de la langue du 19e et du 20e siècle élaboré par le Centre national de la recherche scientifique. 16, Teint-zzz. Pariz : Gallimard.