arvarelezh
Lakaet enlinenn d’an 21.06.2020,
daskemmet d’an 20.07.2020.
daskemmet d’an 20.07.2020.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où).
Termenadur
arvarelezh, pennanv hollek benel.
Perzh un dra bennak a vez furmet en un doare digempenn pe dre ne vern pe levezon.
Ma fell deomp neuze diskuliañ ar pep talvoudusañ er romant eo ret dimp dibab ar menozioù breizhek, da lavarout eo pezh a skriv Abeozen diwar-benn amzer da zont hor Sevenadur, hag ar barzhonegoù m' en em zispleg enne un ene kuzh, n'eo ket bet mastaret c'hoazh gant arvarelezh, diziazezelezh ar spered gall. (Al Liamm, niv. 101, 1963, p. 484)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv arvar hag al lostger -elezh.
Levrlennadur
Kelaouenn
Al Liamm, niv. 101, Du-Kerzu 1963, « Abeozen gwelet gant Skolidi Saded », p. 482-488.