henbobl

Lakaet enlinenn d’an d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadurioù

henbobl, -où, pennanv niveradus benel.

  1. Pobl eus an henamzer.
    Ne zeu an ezañs a vez devet war aoteriou ar bed-holl nemet eus kogn mervent Arabia, hag eun tammig eus bro-Somali, en tu all d’ar mor. Pa soñjer er perz bras kemeret gant an danvez-se e relijionou henboblou ar Reter-Nesa, e veizer talvoudegez ar c’hornad-se en henistor. (Hemon, 1938:86)
    Koulskoude ne oufe un istor pervezh eus ar stadelezh lezel a-gostez urzhiadurioù politikel an henbobloù all, e Sina, Sumer, Egipt, Keltia pergen. (Emsav, niv. 25, 1969:19)
  2. Pobl a zo anezhañ abaoe un amzer gozh.
    Heñveldra, ma n’eus mui un emskiant vroadel wirion gant hini ebet eus henbobloù Frañs – lakaet er-maez pobloù trobarzhiat ’zo –, ez eo e stern kumuniezhoù ar ploue (ac’hoel reoù ’zo) ez eus kendalc’het darempredoù buhez na zleont tra da emellerezh ar galloud-kreiz, gant gerioù all, ar galloud estren. (Emsav, niv. 116, 1976)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv pobl- hag ar rakger hen-.

Levrlennadur

Kelaouenn

Emsav

  • niv. 25, Genver 1969, « Notennoù politikel (1). Ar Stad », p. 19-34.
  • niv. 116, Eost 1976, « An Emsav hag ar Vro (98). Lizheroù », p. 309-313.

Oberennoù ha pennadoù

Hemon, Roparz : 1938. « The Southern Gates Of Arabia, by Freya Stark (The Albatross Modern Continental Library, Volume 323). » Gwalarn, niv. 110-111, Genver-C'hwevrer 1938. p. 85-92.