glanyezhouriezh
Lakaet enlinenn d’ar 24.06.2020,
daskemmet d’ar 27.10.2021.
daskemmet d’ar 27.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
glanyezhouriezh, pennanv hollek benel.
Studi ha labour war ar yezh a zo o fal he glanaat.
Evit ur yezh vras ne vern ket kalz : ur gudenn a « c’hlanyezhouriezh » eo hepken. Ar yezhoù bihan avat a vez lakaet en arvar gant ar gerioù etrevrôadel, ha dreist pep yezh ar brezhoneg, rak peurliesañ ger etrevrôadel = ger gallek. (Even, 1944:1)
Hogen, an etimologiezh hag ar c'hlannyezhouriezh ne vent ket a-walc'h evit dasorc'hiñ furmoù aet da get abaoe dek kantved ! (Pennaod, 1966:58)
Ur c'herse eo e vefe dallet ar skrivagner-mañ gant ar glanyezhouriezh betek re. (Al Liamm, niv. 154, 1972, p. 440)
Gerdarzh
Diwar ar bennrann -glanyezh- hag al lostger -ouriezh.
Troidigezh
Er geriadurioù : glanyezhouriezh, « purisme ». (Ar Glev, 1992 ; Menard, 2012).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Reun ar Glev, René Le Gléau.
Kelaouenn
Al Liamm, niv. 154, 1972, « Notennoù », p. 427-450.
Oberennoù ha pennadoù
- Even, Arzel : 1944. « Kudennoù an anvioù skiantek ». Arvor, niv. 172, 7 a viz Mae 1944, p. 1-2.
- Le Gléau, René : 1992. Dictionnaire classique français breton. Tome VIII. Passe - Racontar. Brest : Al Liamm.
- Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.
- Pennaod, Goulven : 2012. « Notennoù war an Niveriñ ». Al Liamm, niv. 114, Genver-C'hwevrer 1966, p. 55-61.