lorwezenn

Lakaet enlinenn d’an 28.07.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

lorwezenn, -où, lorwez pennanv niveradus benel.

Unanderenn lorwez. Heñvelster : loreenn.

Anvet da gure e Vinyoles d’Oris, e vanas tri bloaz er barrez-se. Eno e c’heller c’hoaz gwelout al lorwezenn plantet gantañ. (Salvat ha Hemon, 1938:25)
Ar skridvarnour kastilhat brudet Menendez y Pelayo a saludas « an donezoneta e-mesk an holl varzed a vev e Spagn » ; e genvroiz a Vich a gasas o gourc’hemennou doujus d’ezañ ; Mistral hag ar Felibred e zegemeras gant lid e Montpellier ; d’an 21 a Veurz, e Ripoll, e eskob Morgades, adsaver ar manati koz, a lakaas war e benn eur gurunenn plezet gant Mossen Colteli, aet d’hec’h ober bleñchou diouz lorwezenn Vinyoles, en eur lavarout : Vos corono en nom de Catalunya. (Salvat ha Hemon, 1938:26-27)

Gerdarzh

Diwar ar furm stroll lorwez ha lostger an unanderenn -enn.

Troidigezh

Er geriadurioù : lorwezenn, « laurier » (Vallée, 1931 ; ar Glev, 1989).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Josèp Salvat, Joseph Salvat ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Le Gléau, René : 1989. Dictionnaire classique français breton. Tome VI. Impunité - Marche. Brest : Al Liamm.
  • Salvat, Joseph ; Hemon, Roparz (troer) : 1938. « Verdaguer ». Gwalarn, niv. 121, Kerzu 1938, p. 24-28.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]