meuriadel

Lakaet enlinenn d’an 09.07.2020,
daskemmet d’ar 25.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; pajenn(où).

Termenadur

meuriadel, adanv.

A denn d’ar meuriad.

Hogen ar pep brasa eus an arouezintiou meuriadel-se a zo deuet da veza ardameziou ar c’houec’h ha tregont nom (pe rannvro) a oa rannet etrezo Rouantelez ar Faraoned (66). (Mordiern, 1937:51)
Evit argoad an enezenn veur, ez eo dalc’het gant gouezidi neuziet heñvel ouz Indoneziz, Chom-Pen o ano meuriadel. (Mordiern, 1938:23)
Eun doare deskadurez uhel eo, war eun dro ganadurel, relijiel ha meuriadel m’eo ar pal anezi ober eus ar paotr eur gwaz peurvat, eur c’heodedour talvoudus (97). (Mordiern, 1939:47)
Deut eo Kembre eus ar reizhadur meuriadel d' ar vuhez vodern hep tremen dre arnod ur stadrenerezh broadel. (Madog, 1950:39)
Met dileuridi all o deus en em ziskleriet a-enep, hini ar Mali da skouer, rak du-se e vez desket lenn ha skrivañ e galleg : « Ar yezh a zo simant an unded vroadel, en deus lavaret ; deskiñ lenn ha skrivañ er rannyezhoù a zo adreiñ nerzh d' ar spered « meuriadel » ; bez' e c'heller trueziñ ouzh ar rannyezhoù tonket da vont da get, hogen c'hoarvezet eo an dra-se er broioù diorreet ivez. (Al Liamm, niv. 112, 1965)
Ur pennad gant ur Skosad all, hag a zo e servij ur stad Afrikat, « A brief Survey of African Nationalism » a ro disklêriadurioù diwar-benn distabilderioù hag a c'hellfe degas trubuilh da veur a stad nevez diazezet hep damant d' an diforc'hoù yezhel pe veuriadel. (Heusaff, 1966:381)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv meuriad hag al lostger -el.

Levrlennadur

Kelaouenn

Al Liamm, niv. 112, Gwengolo-Here 1965, « Bodadeg an U. N. E. S. C. O. e Teheran war an deskiñ-lenn ha skrivañ », p. 358.

Oberennoù ha pennadoù

  • Heusaff, Alan : 1966. « Levr-bloaz ar Chevre keltiek, 1966 : ° Recent Developments in the Celtic Countries " ». Al Liamm, niv. 118, Here-Gwengolo 1966, p. 381-383.
  • Madog : 1950. « Kembre a-vremañ ». Al Liamm, niv. 22, Gwengolo-Here 1950, p. 39-41.
  • Mordiern, Meven : 1937. « Istor ar Bed. Pevare levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). I ». Gwalarn, niv. 99, C'hwevrer 1937.
  • Mordiern, Meven : 1938. « Istor ar Bed. C’houec'hvet levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). III ». Gwalarn, niv. 112-113, Meurzh-Ebrel 1938.
  • Mordiern, Meven : 1939. « Istor ar Bed. Seizvet levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). IV ». Gwalarn, niv. 128-129, Gouere-Eost 1939.