Reizhyezhouriezh

Lakaet enlinenn d’an 28.06.2020,
daskemmet d’ar 05.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

reizhyezhouriezh, pennanv hollek benel.

(Kozh.) Sturyezhouriezh.

Bezañ yezhoniour ha bezañ reizhour-yezh a zo daou dra disheñvel. Ar yezhoniezh a zo ur skiant anavezet, kelennet a-berzh-stad e pep bro. Ar reizhyezhouriezh n' eo ket anavezet evel skiant, ha ne gredan ket e ve kelennet neblec'h. (Hemon, 1949:7)
Arouezioù 'zo hag a ziskouez e vo diazezet a-zevri ar reizhyezhouriezh er bloavezhioù da zont. (Hemon, 1949:7)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv yezhouriezh hag ar rakger reizh-.

Istor

Ger diwanet e 1949 dindan pluenn Roparz Hemon hag erlerc'hiet outañ ar ger sturyezhoureizh e 1953. « Roparz Hemon a grouas ar ger sturyezhouriezh e-tro 1955 ; da gentañ en doa graet gant ar gerioù reizhyezhouriezh, reizhour-yezh » (Emsav, niv. 3, 1967:66).

Levrlennadur

Kelaouenn

Emsav, niv. 3, Meurzh 1967, « Frañsez Vallee. 1860 – 1949 », p. 58-66.

Oberennoù ha pennadoù

Hemon, Roparz : 1949. « Frañsez Vallée gant Roparz Hemon ». Al Liamm, niv. 16, Gwengolo-Here 1949, p. 5-13.