krakerezh
Lakaet enlinenn d’ar 24.06.2020.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; r. gt. resisaet gant.
Termenadur
krakerezh, pennanv hollek gourel.
Obererezh kontañ gevier. Heñvelster : gevierezh.
Evezhiadenn
Marteze ez eo dre levezon ar ger krakrezh ez eo bet skrivet « skrakerez » dre fazi en arroudenn-mañ :
Ha dre faot an dud-ze, petra wel ?… Bemdez, bemdez
Disprijet an traou sakr, laeronsi, skrakerez :
Skrija rân ouz hel lavaret! (Paotr Treoure, 1936:234)
E fin an destenn ez eo skrivet : « Tennet eus « Barzas ha Soniou », leor nevez Paotr Treoure » (ha resisaet eo e veze gwerzhet « e moulerez ar « C’hourrier du Finistère »). ». E-barzh e oberennoù, koulskoude, e kaver « skraberez », ha neket skrakerez » (Paotr Treoure, a:27, b:76, 1937:29, 1981:98).
Gerdarzh
Diwar ar pennanv krak hag al lostger -erezh.
Troidigezh
Er geriadurioù : krakérez, « craquerie » r. gt. « menterie ». (Du Rusquec, 1886).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Du Rusquec, H. : 1886. Dictionnaire français-breton. Montroulez : A. Chevalier.
- Paotr Treoure : [bloavezh dianav]-a. Barzaz ha soniou evit ar vugale.
- Paotr Treoure : [bloavezh dianav]-b. Mojennou ha soniou.
- Paotr Treoure : 1936. « Pagan Kerlouan ». Feiz ha Breiz, niv. 5, Mezheven 1936, p. 233-235.
- Paotr Treoure : 1937. Barzaz ha soniou.
- Paotr Treoure : 1981. Mojennou. Brud Nevez.