adpobladur
Lakaet enlinenn d’an 19.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn, p. pajenn.
Termenadur
adpobladur, pennanv hollek gourel.
Oberiadur adpoblañ.
Hogen, aes eo gwelet pere eo ar c’horniou eus ar Franz o deus roet lanz d’ar vuhez. Evel bepred, Breiz hag an Hanter-Noz a zeu da genta evit an adpobladur […]. (Bras, 1920)
Gerdarzh
Diwar ar verb adpoblañ hag al lostger -adur.
Troidigezhioù
Er geriadurioù hag er c'hazetennoù :
- adpobladur, « repopulation » (Bras, 1920),
- adpobladur, « repeuplement » ha « repopulation » (Menard, 2012).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Bras, Yann : 1920. « Maro ar Franz ». Mouez ar Vro, niv. 67, 18 a viz Kerzu 1920, p. 1.
- Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.