kraoñek

Lakaet enlinenn d’an 08.03.2023.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

kraoñek, adanv.

A strak, evel pa vije flastret kraoñ.

N'eo ket ur wazig-dour o fistilhañ en un draonienn,
Met ur mor bras ma strak warnañ al luc'hedenn
O stlejañ war he seul kroz kraoñek an taran.
(Glanndour, 1949:7)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv kraoñ hag al lostger -ek.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Glanndour, Maodez : 1949. « Telenngan d'an Teir Vertuz ». Al Liamm, niv. 12-13, Genver-Ebrel 1949, p. 5-10.