brezeladeg

Lakaet enlinenn d’an 22.06.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

brezeladeg, -où, pennanv niveradus benel.

Brezel ma stourm kalz broadoù pe riezoù.

En diwezh, war nes an eil brezeladeg vedel, e oa eus un tu serret ar Stadoù enbroañ hag eus un tu all, ar Stadoù divroañ a vire ouzh an dud da guitaat o bro. (Poupinod, 1947:7)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv brezel hag al lostger -adeg.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann Boupinod, Yann Poupinot.

Oberennoù ha pennadoù

Poupinot, Yann : 1947. « Divroerezh ar Gelted en amzer-vremañ ». Al Liamm, niv. 4, nevez-amzer-hañv 1947. p. 6-13.