amzeriadur
Lakaet enlinenn d’an 21.07.2020,
daskemmet d’ar 14.10.2021.
daskemmet d’ar 14.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où).
Termenadur
amzeriadur, -ioù, pennanv gourel.
- Pennanv hollek.
- Oberiadur dizoleiñ, priziañ pe menegiñ amzeriad un dra bennak.
Gwall-deñval eo c’hoaz amzeriadur ar pevar foderez-se, daoust d’an hendraourien da striva piz d’e splannaat. (Mordiern, 1932:26-27)
Krouiñ un aergelc'h a vennas Kongar ober, unan espar ha kevrinus, gwall enebet ouzh ar pezh gwirlivek a zo er gontadenn a-hendr all, doareet iskrivoc'h c'hoazh gant stumm-kontañ ar skrivagner : pennadoù di-ere o tigeriñ trumm hep lec'hiadur nag amzeriadur resis : kafunet ha dispis e chom pep tra. (Olier, 1952:27)
- Urzhiadur un dra bennak e-keñver an amzer.
- (Diwar-benn an traoù.) Deiziad hag eur lakaet evit un abadenn.
Roll an devezh zo bet hini ar bloavezhioù kent, tost da vat. Eilpennet e oa bet koulskoude amzeriadur ar ger-stur hag al lein. (Al Liamm, niv. 112, 1965, p. 355)
Fiziet e vez e Gwazva ar C'helenn ar gefridi da dermenañ niver, danvez, amzeriadur ar c'hentelioù dre emglev gant Renerezh Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion. (Al Liamm, niv. 115, 1966, p. 136)
- (Diwar-benn al labourerion.) Aozadur amzer labour unan bennak.
A-du-rall e vo pledet kalz pishoc'h gant amzeriadur al labourerion a-benn reiñ da bep hini ul lec’h dereat er framm, evit kreskiñ efedusted ar framm ha dreist-holl dre an arbenn ma rank ar gwir da gemer perzh el levierezh bezañ diazezet war ar perzh kemeret el labour. (Emsav, niv. 15, 1968, p. 73)
- (Diwar-benn an traoù.) Deiziad hag eur lakaet evit un abadenn.
- Oberiadur dizoleiñ, priziañ pe menegiñ amzeriad un dra bennak.
- Pennanv niveradus. Heuliad deiziadoù a denn da istor un dra bennak liammet gant an darvoudoù a glot ganto ha renket hervez red an amzer.
Amzeriadur berr dispac'h 1848 (Al Liamm, niv 61, 1957, p. 41)
Gerdarzh
Diwar -amzer(i)-, pennrann ar verb amzeriañ hag al lostger -adur.
Levrlennadur
Kelaouennoù
- Al Liamm
- niv 61, Meurzh-Ebrel 1957, « Amzeriadur berr dispac'h 1848 », p. 41-42.
- niv. 112, Gwengolo-Here 1965, « Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion 1965 », p. 355-356.
- niv. 115, Meurzh-Ebrel 1966, « Strollad an Deskadurezh Eil Derez », p. 135-141.
- Emsav, niv. 15, Meurzh 1968, « Kentañ bodadeg vloaz an deskadurezh vroadel Roazhon d’an 10 a viz Meurzh 1968 », p. 69-74.
Oberennoù ha pennadoù
- Mordiern, Meven : 1932. « Istor ar Bed. Trede levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa ». Gwalarn, niv. 44-45, Gouere-Eost 1932.
- Olier, Youenn : 1952. « Prederiadennoù e sigur un nebeut skrivagnerion vrezhonek ». Al Liamm, niv. 35, Du-Kerzu 1952, p. 26-33.