mamm-ger

Lakaet enlinenn d’an 19.06.2023.

Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

mamm-ger, mammoù-ker, pennanv niveradus benel.

Mamm d’an tad pe d’ar vamm. Heñvelsterioù : mamm-baour, mamm-gozh, mamm-ioù (ster 1), mamm-vignon. Enepsterioù : bugel-bihan, mab-bihan, merc'h-vihan.

tad-ker.

Takadoù arver

Arveret eo ar ger e Bro Pondi hag e Bro Baod. Testeniekaet eo e Neulieg, e Noal-Pondi hag en Eveliz (An Du, 2001:k. 577).

Klotañ a ra gant tad-ker hag a zo testeniekaet ivez er ster « tad-kozh d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh » e Kraozon (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv mamm hag an adanv ker.

Levrlennadur

Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann an Du, Jean Le Dû ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.

Oberennoù ha pennadoù

  • Le Dû, Jean : 2001. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne, levrenn 2. Brest : Centre de recherche bretonne et celtique, Université de Bretagne occidentale.
  • Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.