trañslasion

Lakaet enlinenn d’an 19.06.2022,
daskemmet d’an 20.06.2022.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

trañslasion, pennanv niveradus.

Dilec'hiadenn relegoù eus ul lec'h d’unan all.

  • [Pennanv benel.]
    Instruction evit Gouel an Dranslation. (Ar Brizh, 1827:565)
    Hirio e solenniser e Leon Gouel an Dranslation eus a relegou Sant Paul Escop ha Patron eus an Escopti-mâ , evel ma solenniser e Querne ar sul quenta eus a vis Maë an Dranslation eus a relegou Sant Caurintin , Escop ha Patron eus an Escopti - ze , hac e Treguer an Dranslation a relegou Sant Eozen , an navet var - nuguent eus ar mis-mâ, ha ma solenniser En Escoptiou-all un Dranslation bennâc erguisse. (Ar Brizh, 1827:565)
    Mar goulennit petra eo an Dranslation ha pe seurt gouel eo hounez , e respontin deoc’h penaus ar guer-mâ Translation a sinifi e oue transportet pe digacet ar relegou santel pere a enoromp , eus al leac’h ma edont quent da ul leac’h all ; hac evelse ar croguen eus a ben Sant Paul , Patron a Leon , hac un ascorn eus e vreac’h deou a oue digacet ha rentet da guènver an deiz hirio en Ilis Cathedral eus a Gastel - Paul , hac ar vreac’h deou a Sant Caurintin a oue digacet , da guènver ar Sul quenta eus a vis Maë , en Ilis Cathedral a Guemper , ha corf S. Eozen a oue savet eus e vez ha transportet en ur plaç enoraploc’h, d’an navet var-nuguent eus ar mis-mâ , ha toudememes relegou Sant Nicolas d’an unecvet a Vaë. An deiz eta da guènver pehini eo bet transportet ar relegou santel , peveus a re eo quistion, a so galvet Gouel an Dranslation. (Ar Brizh, 1827:565)
    An Ilis , o solennisa ar Gouel-mâ eus an Dranslation , a ro deomp da entent penaus ez omp obliget da enori Relegou ar Sænt. (Ar Brizh, 1827:565-566)
    Oræsoun evit translation Sant Paul , Patron a Leon. (Ar Brizh, 1827:567)
  • [Pennanv gourel.]
    An Escop santel e reas toulla an douar, hac o veza cavet ar relegou, e reas o douguen gant eur solannite vras d’an Ilis en devoa gret sevel nevez a ioa, hac hanvet hirio Ilis Sant Ambroas. An translation-ze a oue gret er bloaz 386. (Marigo ha Perrot, 1846:375)
  • [E skridoù zo ne c'haller ket gouzout reizh ar ger.]
    Lenn a rer en eur Gazeten eus ar guear a Droa; d’ar zul, 7 a vis mae, deis ha bloas eus a dranslation relegou Sant Visant a Baol, eur c’hrouadur so bet pareet dre eur burzud, en ilis an tadou Lazaristed , e Paris, en eur douch oc’h ar voest ma ema enhi relegou ar sant bras - ze. (Feiz ha Breiz, 1865:146b)
    Erfin, e kenver deiz translasion corf sant Corantin, ma oa custum da zelebri gant ar vrasa devosion, goude beza en em erbedet stard ouz abostol Breiz-Izel, e tastumas kemend ha ma hellas he oll nerz he oll c’halloud evit sonjal en he Zoue epad an tri devez diveza euz he vuez. (Drézen, 1879:287-288)

Gerdarzh

Diwar ar galleg translation, « trañslasion ».

Levrlennadur

Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Charlez ar Brizh, Charles Le Bris ; Glaoda Marigo, Claude Guillaume Marigo ; Mikael an Nobletz, Michel Le Nobletz.

Kelaouenn

Feiz ha Breiz, niv. 19, 10 a viz Even 1865, « Kemper, 10 Even 1865 », p. 145-146.

Oberennoù ha pennadoù

  • Drézen, A. : 1879. Buez dom Michel Nobletz, missionner hag abostol braz Breiz-Izel. Brest : J. B. hac A. Lefournier.
  • Le Bris, Charles (Dom) : 1827. Heuryou brezounec ha latin , composet quen e pros quen e guerz e faver ar bobl simpl , gant an autrou Briz bælec ; hac augmantet a nevez eus ar c’housperou Sant Caourintin , Sant Paol a Leon , Sant Tudual ha Sant Eozen. Kemper : S. Blot.
  • Marigo, Claude Guillaume ; Perrot, Jakez : 1846. Buez ar Zænt gant reflexionou spirituel, lakeet e brezounec gant an autrou Marigo guechall person e parrez Beuzec-Conq. El levr-ma , moulet a nevez , e caver buez meur a Sant a Vreiz pere n’edont ket el Levriou Buez ar Zænt moulet araoc hirio. Gant an autrou Perrot , person Taule ha missioner apostolic. Moulet evit an eizvet gueach. Brest : J. A. Lefournier.