rannyezhouriezh

Lakaet enlinenn d’ar 25.06.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. penngerioù.

Termenadur

rannyezhouriezh, pennanv hollek benel.

Skiant, studi a bled gant ar rannyezhoù hag ar parlantoù, enebet ouzh rannyezhoniezh.

N' eus ket nemeur da grediñ en em chaled da ober war-dro kudennoù a rannyezhouriezh, ha nebeutoc'h c'hoazh a rannyezhoniezh er XIVvet kantved. (Guyonvarc'h, 1970:61)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv rannyezh hag al lostger -ouriezh.

Troidigezhioù

Er geriadurioù :

  • rannyezhouriezh, « dialectologie » (Ar Glev, 1986),
  • rannyezhouriezh, « dialectologie » (Favereau, 1992:pg. rannyezhoureizh, dialectologie),
  • rannyezhouriezh, « dialectologie » (Menard, 2012).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Reun ar Glev, René Le Gléau.

Oberennoù ha pennadoù

  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Guyonvarc'h, Christian-J. : 1970. « Ergerzhadenn e Bro ar Brezhoneg Beleg ». Al Liamm, niv. 138, p. 60-66.
  • Le Gléau, René : 1986. Dictionnaire classique français breton. Tome III. Deblo - Embeg. Brest : Al Liamm.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.