keltek
Lakaet enlinenn d’ar 15.08.2022,
daskemmet d’an 02.09.2022.
daskemmet d’an 02.09.2022.
Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. : niverenn ; p. pajenn(où) ; rumm. rummenn ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadurioù
keltek, adanv.
- A orin kelt.
’Vel hon dero, ’vel hor c’herrek,
Ema c’hoas sonn ar vouen keltek ! (Ar Floc'h, 1904:3f)O Breiz, douar Arvor ! Salud douar keltek
Bouchet gant gwagennou ar mor dichadennet ! (Bodlann, 1911)Ha trugare ! Dreist holl, d’hon c’hendirvi keltek,
Euz an tu all d’ar mor, d’hor pedenn diredet !
E bro ar c’hoajou braz, an draoniennou meïnek. (Ar Braz, 1929)Ba zalc’ho hon Bro Vreiz, ken en amzer-vreman,
Euz an tu all d’ar mor, d’hor pedenn diredet !
Ken en amzer da zont, d’he gwir spered keltek ! (Bleiz Gouez, 1930)Sell’ta war da roudou
Dinec’h e kerz brema
Barzed hep marc’hata,
Skler o spered kelteg,
O c’halon hep abeg. (Kermarrek, 1934)Ne oa en deiziou-se Gorsez ebet nemet e Kembre ; plantet e voe koulskoude hâd Gorsez Breiz, hag e c’heller lavarout beza plantet eno ivez had Gorsez Kerne, évitan da veza pell oc’h egina ha kreski da wezenn : rak paneve gwlelet ha klevet ganin an dud Keltek all a oa en em vodet eno, ha kaout c’hoant bras da welet, eun deiz a vije, tud Kerne en o c’hreiz, ne vije savet martese ar Gorsez a gomzan breman deoc’h eus hi ferz hi, o tegas deoc’h-c’hui gourc’hemennou a genlevenez ganeoc’h evit beza deuet breman ho Korsez beteg en daou ugentvet bloavez eus he oad. (An Oaled, niv. 70, 1939)
- A denn d’ar c'helteg.
Al latin an doa kemeret lec’h ar iez keltek. (Ab Hernin, 1929:907)
N’eo ket abalamour en dije skrivet en latin, na vije ket bet stag ouz e iez keltek, iez e brezegennou pemdeziek. (Ab Hernin, 1929:908)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv Kelt hag al lostger -ek. En eil ster ec'h eo liammet gant ar pennanv kelteg.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Bodlann, Hippolyte Laterre.
Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.
Kelaouenn
An Oaled, niv. 70, 4re trimiziad 1939, « Gorsedd 1939 – 29 juillet-1er août », p. 290-316.
Oberennoù ha pennadoù
- Ab Hernin : 1929. « Sant Gweltas a Ruis abostol an holl Gelted (Divez) ». An Oaled, niv. 29, 3de trimiziad 1929. P. 907-911.
- Ar Braz, Charlez : 1929. « Salud digoridigez ar Gorsedd en Huelgoat ». An Oaled, niv. 29, 3de trimiziad 1929. P. 916.
- Ar Floc'h, Yan : 1904. « Hor frankiz d’eomp ! ». Le Courrier du Finistère, niv. 1254, 23 a viz Genver 1904. P. 3.
- Bleiz Gouez : 1930. « Prezegen displeget war an Dolven ». An Oaled, niv. 34, 4re trimiziad 1930. P. 280.
- Kermarrek : 1934. « Var bez iann ar Fustek ». An Oaled, niv. 47, 1añ trimiziad 1934. P. 21.
- Laterre, Hippolyte : 1911. « Salud da Verzerien Breiz ». Ar Vro, bl. 8, rumm. 5, Gouere 1911. P. 18.