kendivroer
Lakaet enlinenn d’an 12.07.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.
daskemmet d’an 22.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger.
Termenadur
kendivroer, -ion, pennanv niveradus gourel.
Den a zivro gant unan bennak all.
Pep unan eus an eskibien tramor a renas en harlu evel diagent tud e veuriad pe e gendivroerien e kement lec'h ma 'z ejont, ha ne deuas e soñj nikun tresañ tachennoù-beli eskobel en ur vro n'anavezed ket zoken. (Ar Bed Keltiek, niv. 74, 1965, p. 39)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv divroer hag ar rakger ken-.
Troidigezh
Er geriadurioù : kendivroer, « compagnon d’exil » (ar Glev, 1987:pg. exil).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Reun ar Glev, René Le Gléau.
Kelaouenn
Ar Bed Keltiek, niv. 74, C'hwevrer 1965, « Damskeud eus diazezadur ar Vrezhoned en Arvorig », p. 34-40.
Oberennoù ha pennadoù
Le Gléau, René : 1987. Dictionnaire classique français breton. Tome IV. Embel - Fileri. Brest : Al Liamm.