diwrizienn

Lakaet enlinenn d’an 19.06.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

diwrizienn, adanv.

Distag diouzh istor ha sevenadur ar bobl.

Hep mar na marteze seurt ideologiezh diwrizienn ha diwriziennus ne ra ket kalz a reuz ken e-mesk ar Fransizion, dres o vezañ ma 'z eo diwriziennet a-benn bremañ an darn vuiañ eus ar Fransizion, hag, evel ouzomp ervat, keneiled a galon e vez peurliesañ personed ha skolaerion ar Frañs dre vras. (Ewan, 1957:43)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv gwrizienn hag ar rakger lemel di-.

Troidigezh

Er geriadurioù : diwrizienn, « sans racine » (Favereau, 1992:pg. diwrizienn).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Favereau, Francis Favereau.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ewan, Jil : 1957. « Breizh digor war ar Bed ». Al Liamm, niv. 63, Gouere-Eost 1957, p. 41-46.
  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.