kannadelezh

Lakaet enlinenn d’an 13.11.2021.

Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. : niverenn ; p. pajennoù ; r. gt. resisaet gant ; rumm. rummenn ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

kannadelezh, -ioù, pennanv niveradus benel.

Hollad tud bet fiziet dezho ur gefridi bennak en anv ur strollegezh.

Euz bro-Geumri, e oa deut eur gannadelez a 50 a dud, e-touez pere eoa tregont Drouiz ha Barz eun neubeud itronezed, c’hoarierien-telen ha kanerien soniou. (Ar Vro, bl. 7, rumm. 6, 1910:48)
Dilun da noz, ar gannadelez a oa bet en Bro-Saoz he deuz hadkemeret al lestr evit distrei da Cherbourg. (Ar Bobl, niv. 409, 1912)
Holl-Geltiad kredus, e teuaz en 1901, gant kannadelez Gorsedd Bro-Geumri, da Gendalc’h Dublin, en Iverzon. (Jaffrennou, 1912:1a)
Eno e oa bet great ive lidou ar Gorsedd, ha Kermarker, ar iaouanka euz ar gannadelez, a zavaz evid displega en keumraeg, eur varzoniez leun a zoujanz hag a vreudeuriach evid ar C’heumroïz. (Bodlann, 1913:178)
Ar bloaz goude, e tigasaz da Eisteddvod Cardiff eur gannadelez Goezeled. (Jaffrennou, 1935:222)
Setu ama ’ta penoz eo bet renket ar gannadelez eus ar re o devo en Traro an hevelep enoriou (lojet ha maget eur sûnvez) hag o deus bet ar re all en hon zu-ni, kent int bet. (Kannad Arvor, niv. 3124, 1939:2d)
Berthou a c'houlennas digant Thomas Matthews, mestr-skol e Llandebia, rannvro Kervarzin, labourat du-hont evit bodañ ur gannadelezh a ugent a dud. Ar Matthews-mañ a gavimp c'hoazh diwezhatoc'h o labourat evel Sekretour-Renker ar Gannadelezhioù Kembreiz a zeuas da Vrest (1908) ha da Naoned (1910). (Jaffrennou, 1956-a:31)
Gervel bep seurt tud da unaniñ gant ar Gannadelezh ne oa ket hon fal. (Jaffrennou, 1956-b:31)
Gant a-walc'h a boan, e tastumis ur Gannadelezh a zaouzek (Jaffrennou, 1956-b:31)
Ar gannadelezh vreizhek a voe lojet en hotel brudetañ. (Jaffrennou, 1956-b:32)
An Itron Augusta Herbert a Lanover he doa roet aotre d' he Laz-telennañ da zont asambles gant ar Gannadelezh. (Jaffrennou, 1956-k:55)
En Abergavenny (Bro-Gembre) er bloavezh 1838, ur gannadelezh eus a Vreizh renet gant an Aotrou Hersart de la Villemarqué, oberour ar Barzhaz Breizh, a yeas da welet an Eisteddfod. (Jaffrennou, 2018:75)
Ur gannadelezh Bretoned a oa bet pedet en 1899 da vont da Eisteddfod vras Kerdiz. (Jaffrennou, 2018:76)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv kannad hag al lostger -elezh.

Troidigezh

Er c'helaouennoù : kannadelezh, « représentation », r. gt. « mt. cm. », da lavaret eo « administration, terme administratif, politique » ha « commerce » (Hemon, 1938:126).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Bodlann, Hippolyte Laterre ; Frañsez Jaffrennou, François Jaffrennou.

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kazetennoù ha kelaouennoù

  • Ar Bobl, niv. 409, 19 a viz Here 1912, « An Emgleo etre Franz ha Bro-Saoz », p. 1b.
  • Ar Vro, bl. 7, rumm. 6, Eost 1910, « Ar Goueliou », p. 47-48.
  • Le Courrier du Finistère, niv. 3124, 19 a viz Eost 1939, « Kendalc’h Holl - Gelliek Breiz Veur. 12-18 Gwengolo 1939 », p. 2.

Oberennoù ha pennadoù

  • Hemon, Roparz : 1938. « Geriadurig gallek-brezonek ». Stagadenn da Walarn, niv. 117.
  • Jaffrennou, François : 1912. « Maro Cochvarv ». Ar Bobl, niv. 414, 23 a viz Du 1912. P. 1.
  • Laterre, Hippolyte : 1913. « Hersart a Gervarker (1815-1895) ». Ar Bobl, bl. 10, rumm. 9, Du 1913. P. 177-179.
  • Jaffrennou, François : 1935. « Breuriez kenta studierien breton Raozon ». An Oaled, niv. 53, 3de trimiziad 1935. P. 222-229.
  • Jaffrennou, François : 1956-a. « Envorennou hanter-oad (1900-1919) ». Al Liamm, niv. 56, Mae-Mezheven 1956. P. 23-32.
  • Jaffrennou, François : 1956-b. « Envorennou hanter-oad (1900-1919) ». Al Liamm, niv. 57, Gouere-Eost 1956. P. 28-36.
  • Jaffrennou, François : 1956-k. « Eñvorennou hanter-oad (1900-1919) ». Al Liamm, niv. 58, Gwengolo-Here 1956. P. 50-56.
  • Jaffrennou, François : 2018. « Drouizelezh : an dihun breizhek ». Al Liamm, niv. 429, Gouere-Eost 2018. P. 75-80.