diziazez

Lakaet enlinenn d’an 23.06.2020,
daskemmet d’an 23.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. penngerioù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

diziazez, adanv.

Hep diazez.

  1. Nad eo ket diazezet war ar gwirvoud. Heñvelster : faltaziek.
    Heug am eus bet atao ouz koroll ar faltazierez er Goullo, ouz an huñvreou diziazez war an tremened, pe war an dazont, pe war an tre-ar-bez. (Mordiern, 1938:7-8)
    « An holl vojennoù skrijus a gonter diwar-benn an noz n' int nemet sorc'hennoù diziazez ». (Evenou, 1960)
    Ken batet e chomas ma ne embannas netra, dre ma kemere an holl draoù-se evit ijinadennoù diziazez. (Klerg, 1980:103)
  2. N’en deus diazez poellel ebet. Heñvelsterioù : diabeg, disol, faltazius.
    Eun dra fall, rebechadus a-grenn, eo ober keñveriadennou pe nesadennou diziazez evel an hini a zo amañ war-lerc’h. (Mordiern, 1941:308)
    P. 47, n. 57, l. 8, lennit : stok-ha-stok ; l. 9, lamit kuit drukontos a zo diziazez, Zeitschrift für Celtische Philologie, 1901, p. 468. (Mordiern, 1942:169)
    Evel-se e weler n’eo ket diziazez goulakadennoù Claude Tresmontant. (Mikael, 2008)

Gerdarzh

Diwar an pennanv diazez hag ar rakger lemel di-.

Troidigezhioù

Er geriadurioù :

  • di-ziasez, diziasez, diziazez, « infondé », « injustifié » (Favereau, 1992:pg. di-ziasez, infondé),
  • diziazez, « infondé », « non fondé », « sans fondement » (Menard, 2012:pg. fondé, fondement, infondé),

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Favereau, Francis Favereau.

Oberennoù ha pennadoù

  • Evenou, Erwan : 1960. « En trammgarr ». Al Liamm, niv. 78, Genver-C'hwevrer 1960, p. 63.
  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Klerg : 1980. « Gaston Latimier (1924-1980) ». Al Liamm, niv. 199, p. 97-105.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.
  • Mikael, Yann : 2008. « Prederiadennoù diwar lenn ha kaozeal ». Kannadig Imbourc'h, niv. 55, Meurzh-Ebrel 2008.
  • Mordiern, Meven : 1938. « A-raok-lenn ». Gwalarn, niv. 115-116, Mezheven-Gouere 1938, p. 7-10.
  • Mordiern, Meven : 1941. « Notennou-klokaat da gevrennou moulet Istor ar Bed ». Gwalarn, niv. 135, Ebrel 1941, p. 303-313.
  • Mordiern, Meven : 1942. « Talar an « Houc'h » : Divankaduriou, notennou hag eveziadennou d’am skridou brezonek (1911-1941) ». Gwalarn, niv. 146-147, Meurzh-Ebrel 1942, p. 157-220.