mamm-goken
daskemmet d’an 13.06.2023.
Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
mamm-goken, mammoù-koken, pennanv niveradus benel.
Diagentiadez deuet 7 remziad a-raok an den, ur remziad a-raok ar vamm-reverkun.
Met asanti a rankis dioustu ez oa ar Brezoneg hag ar C’hembraeg diou yez deveret eus an hevelep mammenn geltiek : diou c’hoar hag ez oa o mamm, o mamm-goz pe o mamm-you ; o mamm-gun, likun pe reverkun ; o mamm-gokenn, likokenn pe reverkokenn ; o mamm-bardi pe vom-bardi, an hevelep mamm geltiek a-dra-sur. (Paotr Juluen, 1935:49)
Takad arver
Testeniekaet eo ar ger e Treger, gant Paotr Juluen (1935:49), hag a zo eus Plistin, war an aod e kornôg Treger Vras.
Klotañ a ra gant tad-koken hag a zo testeniekaet ivez er ster « tad-kozh d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh », e-kichen ar ger tad-kun, e Prad (Ar Rouz, 1963:k. 575).
Gerdarzh
Diwar ar pennanv mamm hag an elfenn koken, ennañ « kog » hag a dalvez « kar » (Gueguen, 2011:46), eus an henvrezhoneg coc, hag an elfenn hen (Favereau, 2020:pg. Hen (2)).
Levrlennadur
Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.
Oberennoù ha pennadoù
- Favereau, Francis : 2020. Geriadur bras F. Favereau – brezhoneg-galleg. Diembann.
- Gueguen, Herve (kenurzhier) : 2011. Commune de Saint-Avé. Étude normative des toponymes – Kumun Sant-Teve. Studiadenn-skoueriekaat an anvioù-lec'h. Office public de la langue bretonne.
- Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.
- Paotr Juluen : 1935. An Tornaod. Gwengamp : Mouladuriou Arvor.