gouzouget

Lakaet enlinenn d’an 03.07.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

gouzouget, adanv.

Dezhañ ur gouzoug heverk.

  • [Gant un adanv dreglakaet.]
    Evit e denna d’he heul, e vamm a lavare bep gwech d’ezañ e vije deiz pe zeiz gwall-dapet gant ar jirafenn gouzouget ha garet-hir. (Abeozen, 1934:17)
    « Ar jirafenn gouzouget ha garet-hir eo, va mab, » eme houmañ. (Abeozen, 1934:17)
    Ar gioh, gouzouget hir, glaz ha gwenn, a ra he neiz a-hed ar fozou, er foenneier. (Bleun-Brug, niv. 131, 1961, p. 29)
    Eur “halkuad“ evid beza brao a ranke kaoud kov, beza evel eur “gornigell“ gand he beg er vann, koveg evelti, ront-kaer ha gouzouget mad. (Seite, 1985:93)
  • [Gant un adanv raglakaet.]
    Siouaz ! Ar préd a oa silet
    En eur voutaill hir-houzouget :
    Eur voutaill hir ha doun ha doun
    Ken hir ha gouzoug ar Sigoun.
    (Ar Feunteun ha Leran, 1972)

Gerdarzh

Diwar an pennanv gouzoug hag al lostger -et.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann ar Feunteun, Jean de la Fontaine.

Kelaouenn

Bleun-Brug, niv. 131, Gouere-Eost 1961, « Kenstrivadeg ar Bieun-Brug 1961. War laboused or bro », p. 28-29.

Oberennoù ha pennadoù

  • Abezoen (troer) : 1934. « Marvailhou loened dastumet gant Abeozen ». Gwalarn ha Kannadig Gwalarn, niv. 69, Eost 1934.
  • La Fontaine, Jean ; Leran, H. (troer) : 1972. « Al louarn hag ar sigoun ». Bleun-Brug, niv. 190, C'hwevrer 1972, p. 25.
  • Seite, Visant : 1985. Ar marh reiz. E Bro-Leon gwechall – (Souvenirs d’autrefois). Brest : Emgleo Breiz.