redva

Lakaet enlinenn d’ar 07.11.2021.

Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajennoù.

Termenadurioù

redva, -où, pennanv niveradus gourel.

  1. Lec'h ma vez graet redadegoù.
    1. Tachenn sport ma vez graet redadegoù war droad ha sportoù all. Heñvelsterioù : sportva, stad.
      Dispenna a rejomp an hent a gemerjomp da zont, tre betek redva Mahamasina. (Ab Sulio, 1929:151)
      Morse, gwech ebet, ar jaoiou gourdonet ar gwella n’int ket bet gouest da ober finvadennou ker flour en eur redva. (Ab Sulio, 1929:181-182)
      Nevez 'zo ez eo bet livet Iwerzhon, gant skrivagnerien estren, evel ur vro drist eus an tristañ, peogwir o doa an dud-se gwelet he fobl en he gouelioù dreist-holl : en Oireachtas, e-tal ar redva, pe e-doug ur banvez politikel paeronet gant an Ao. John Dillon. (Mac Piarais ha Denez, 1948:41)
    2. Lec'h ma vez graet redadegoù kirri-tan.
      A-gelc'h e tro abegoù hag efedoù, e-giz ur c'harr e redva ar bed... (Denez, 1949:48)
      E keit-se e toulle re ar vro kaozioù goullo diwar benn redadegoù kirri ar Redva. (Elies, 1961:240)
  2. (Dre astenn.) Sport a vez graet en ur redva.
    Er c'helaouennoù pemdeziek e kaver daouzek pajennad, ment bras dezho (priz : daou lur) div pe deir anezho diwar-benn ar Redvaoù. (Pradig, 1948:69)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv red hag al lostger -va.

Troidigezh

Er c'hazetennoù : redva, « stade » (Arvor, niv. 164, 1944:4f).

Levrlennadur

Kazetenn

Arvor, niv. 164, 12 a viz Meurzh 1944, « Geriadurig gallek-brezhonek ar c’hoari mell-droad (Kendalc’h) », p. 4.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ab Sulio : 1929. Seiz vloaz e bro ar vorianed. Brest : Moulerez.
  • Denez, Per (troer) : 1949. « Itron Egughi. Un « no » japanat ». Al Liamm, niv. 15, Eost 1949. P. 44-50.
  • Elies, F. : 1961. « Darbarer an Aotrou Sant Per ». Al Liamm, niv. 87, Gouere-Eost 1961. P. 225-244.
  • Mac Piarais, Padrig ; Denez, Per (troer) : 1948. « The story of a success ». Al Liamm, niv. 6, Gwenver-C'hwevrer 1948. P. 38-42.
  • Pradig, R. : 1948. « Bro-Iwerzhon 1947. Kendalc'h hollgeltiek Dulenn, e miz Gouere. Envorennoùigoù ». Al Liamm, niv. 9, Gouere-Eost 1948.