gourvamm-gozh

Lakaet enlinenn d’an 02.11.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; not. notenn.

Termenadur

gourvamm-gozh, gourvammoù-kozh, pennanv niveradus benel.

Mamm-gozh d’an tad pe d’ar vamm. Heñvelster : mamm-guñv.

Nemet ar c’hirvi dielc’het en hemolc’hadegou war varc’h (ha c’hoaz, gwir e c’hellfe beza kement-se, hep gouzout d’in, evit va mamm-goz ha va gourvamm-goz), n’am eus huñvreet en dilinennadou-mañ eus an danevell nemet traou gwir diwar-benn kerent d’in pe diwar va fenn va-unan. (Mordiern, 1938:64, not. 79)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv gourvamm hag an adanv kozh.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Mordiern, Meven : 1938. « Gant Luoez an Doueed (huñvre) ». Gwalarn, niv. 115-116, Mezheven-Gouere 1938.