brizhkeltegour

Lakaet enlinenn d’ar 05.08.2022.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

brizhkeltegour, -ien pennanv niveradus gourel.

Den brizhouiziek hag a studi ar c'helteg.

Tra m’edo hor yez o vont da get, brizkeltegourien dispar a blede gant o labouriou dispar, hag a leze pep tra ganimp da ober. (Gwalarn, niv. 14, 1928:77)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv kelteg hag al lostger -our.

Levrlennadur

Kelaouenn

Gwalarn, niv. 14, hañv 1928. « Hon enklask diwar-benn stad ar brezoneg ». P. 76-78.