dihuedus
Lakaet enlinenn d’ar 25.07.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021
daskemmet d’an 22.10.2021
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
dihuedus, adanv.
A zihued, a zidu an den. Heñvelsterioù : dudius, plijus, plijadurus.
- (Diwar-benn an traoù.)
War hent ar gêr, istor tri frizoniad breizat e-pad ar brezel bras, skrivet gand unan anezo, labourer-douar, skeudennaouet gant an aot. Gwenneg, embannet evid ar vugale gant « Breiz ». Priz pevar real.
Dihuedus war eun dro ha skouerius dre ma tiskouez an tri frizoniad ijin ha nerz-kalon evit tec’hout diouz al lec’h m’oant dalc’het striz gand an Alamaned, treuzi eun darn eus an Alamagn ha diraez an Holland. (Vallée, 1929:2)Traou dihuedus (Chonagon ha Hemon, 1931:23)
- (Diwar-benn al lec'hioù pe an amzer.)
Padal, fiziañs hon eus e c'hello Ali Baba hag an daou-ugent laer, evel m' emañ, plijout d' al lennerion hag o lakaat da dremen en e ser un nebeudig eurvezhioù dihuedus. (Al Liamm, niv. 36, 1953, p. 12)
Ma, plijadurus ha dudius e voe an devezh evidomp holl ha d' abardaez pa voe deuet ar c'houlz da gimiadiñ diouzh hor c'heneil Alberz e oa kerse ganimp pa ne c'hellemp ket chom da dremen un devezh all er c'horn dihuedus-se. (Konan, 1964:264)
Lenn a raemp kalz ; ur faltazi divent hor boa ; edomp o chom en ur gêr a garemp, gant traezhennoù plijus, tost, al lenn-vor hag ar mor aze dirazomp, ha, tost deomp, un endro dihuedus, gant tud a bep seurt, lod anezho oristaled wirion. (Nemo ha Martin, 1978:325)
- (Diwar-benn an dud.)
E vezo al lidou holl-skedus,
An holl a vezo dihuedus. (Hal-Wyn, 1935:361)
Gerdarzh
Diwar -dihued-, pennrann ar pennanv dihued hag ar verb dihuediñ, hag al lostger -us.
Troidigezhioù
Er geriadurioù :
- dihuedus, « amusant » (Vallée, 1931 ; Menard, 2012),
- dihuedus, « divertissant » (Vallée, 1931 ; ar Glev, 1986 ; Menard, 2012).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Kelaouenn
Al Liamm, niv. 36, Genver-C'hwevrer 1953, « Ali Baba hag an daou-ugent laer », p. 11-47.
Oberennoù ha pennadoù
- Chonagon, Sei ; Hemon, Roparz (troer) : 1931. « Notennou ar goubenner ». Gwalarn, niv. 36, Du 1931.
- Hal-Wyn : 1935. « Kefridi Breiz-Veur ». An Oaled, niv. 54, 4re trimiziad 1935, p. 360-361.
- Konan, Jakez : 1964. « Barr-Heol war hentoù ar bed nevez ». Al Liamm, niv. 105, Gouere-Eost 1964, p. 254-270.
- Le Gléau, René : 1986. Dictionnaire classique français breton. Tome III. Deblo - Embeg. Brest : Al Liamm.
- Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.
- Nemo, Aimée ; Martin, Ivona (troerez) : 1978. « Va breur, p'edomp yaouank, ha koshoc'h ». Al Liamm, niv. 190, p. 320-336.
- Vallée, François : 1929. « Pajennad Breuriez-Veur ar Brezhoneg ». Stagadenn Feiz ha Breiz miz meurz 1929, p. 1-2.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]