gou- / gour-
daskemmet d’ar 07.12.2021.
Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; m. gt. meneget gant ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; s. o. sellet ouzh.
Termenadurioù
gou- / gour-, rakger.
- [Staget ouzh ur pennanv.]
- Dindan.
- goubenner
- goulazh
- [Dindan ar stumm gour- peurvuiañ.] Bugel, diskennad.
- gourniz
- gourvab / gouvab
- Dindan.
- [Staget ouzh un adanv.]
- Dindan ar gorre.
- gouzouret
- Un tamm.
- goudomm
- gouglañv
- gouvezv
- gouyen
- Dindan ar gorre.
- [Staget ouzh ur verb.] Rakger disteraat.
- gougomz
- goulakaat
- goulenn
- goulerc'hiñ
- gouleskiñ
Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).
Gerdarzh
Ar rakger gou-, gour a zo gou- e stumm orin. Erlerc'hiet eo bet gour- ouzh gou- e gerioù zo, dre kemmesk gant ar rakger-se (Vallée, 1931:XXXIV ; Kervella, 1947:466, § 883 ; Favereau, 1997:81, § 194 ; Deshayes, 2003:37). Dont a ra gou- eus an henvrezhoneg guo- hag uuo-, diwar ar c'helteg *wo < *uo < *upo, eus an indezeuropeg *úpo, « dindan » (Henry, 1900).
Kozh a-walc'h eo ar c'hemmesk etre gou- ha gour- evit ar gerioù a denn d’ar familh, evel ma tiskouez ar stumm gourny a gaver er c'hentañ moulladur eus ar C'hatolikon (Lagadeuc 1499:37). Renkadur ar ger, etre gon ha gounidec, a ziskouez ez eo bet daskemmet e stumm skrivet en embannadur-se. En dornskrid e oa skrivet gounj avat (Lagadeuc 1464, m. gt. Ernod, 1895:283). Moarvat ez eo bet levezonet gourniz ha gourvab gant ar gerioù gourdad, goureontr, gourvamm, gourvoereb, en hevelep doare m’eo bet savet mab-kuñv diwar skouer tad-kuñv ha mamm-guñv. Evit ar gerioù all ez eo ar c'hemmesk etre gou- ha gour- ur perzh eus ar gwenedeg (Deshayes 2003:37).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
- Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Douarnenez : Chasse-Marée.
- Ernault, Émile : 1895. Études grammaticales sur les langues celtiques. Tome II. Glossaire moyen-breton. Deuxième édition corrigée et augmentée. Première partie (A-G). Pariz : Librairie E. Bouillon.
- Favereau, Francis : 1997. Grammaire du breton contemporain – Yezhadur ar brezhoneg a-vremañ. Montroulez : Skol Vreizh.
- Henry, Victor : 1900. Lexique étymologique des termes les plus usuels du breton moderne. Roazhon : J. Plihon et L. Hervé.
- Kervella, Frañsez : 1947. Yezhadur bras ar brezhoneg. Skridoù Breizh.
- Lagadeuc, Jehan : 1464. Catholicon. Eilskrid un dornskrid kollet. Miret e Levraoueg broadel Bro-C'hall, niverennet « fons latin 7656 ».
- Lagadeuc, Jehan : 1499. Catholicon. Landreger : Jehan Calvez.
- Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]