poull-glaou
Lakaet enlinenn d’an 03.12.2021.
Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajenn(où).
Termenadurioù
poull-glaou, poulloù-glaou, pennanv niveradus gourel.
- Fornell glaouer.
Dastumet un nebeut balan hag un nebeut keuneud eus lochenn ar glaouer, e voe lakaet an tan enno. Kavet e voe ivez un hordenn blenchoù bet o waskediñ ar poull-glaou hag un nebeut keuneud all. (Jonkour, 1943:4a)
- Mengleuz glaou-douar. Heñvelster : glaoueg.
An Ao. Loucheur, ministr, en deus digaset dirak ar Senat eun nebeut diskleraduriou a bouez diwar-benn poullou-glaou ar Sarr. (Mouez ar Vro, niv. 7, 1919:2k)
Glac'haret e vezan ivez pa vez keloù eus klozañ ur veingleuz mein-glas e kontelezh Kêrnarvon pe ur poull-glaou e kontelezh Morgannoug ( Glamorgan, er C'hreisteiz ). (Kalvez, 1969:69)
Gerdarzh
Diwar ar pennanvioù poull ha glaou.
Levrlennadur
Kelaouenn
Mouez ar Vro, niv. 7, 25 a viz Here 1919, « Ha glaou a vezo evit ar goanv a zeu ? », p. 2.
Oberennoù ha pennadoù
- Jonkour, Soaïk : 1969. « Ar vorilhoned ». Arvor, niv. 112, 7 a viz Meurzh 1943. P. 4.
- Kalvez, Armañs : 1969. « Gant paotred ar B.B.C. ». Barr-Heol, niv. 60, Mezheven 1969. P. 69-75.