kenedelezh

Lakaet enlinenn d’ar 24.10.2021,
daskemmet d’ar 25.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadurioù

kenedelezh, -ioù, pennanv benel.

  1. Pennanv hollek. Perzh a denn d’ar gened.
    En e levr « Kenedelez Bro-C’hall en Deiziou-man » (1870), ne rae, koulz lavaret, nemet displega menoziou ar buruteller gall, o sellout al lennegez evel stag ouz prederouriez, politikerez, arz ha buhez sevenadurel eur vro. (Gwalarn, niv. 10, 1927:86)
    Hogen, bez hon eus da gompren ivez hon eus savet ur voger etrezomp hag an diavaez : ar genedelezh hag an helennegezh. (Al Liamm, niv. 193, 1979:166)
    Taolennoù, e doare goloioù boestoù chokoladoù, a veze diskuliet ganto ur mennad splann a-fet kenedelezh. (Bouëssel du Bourg, 2013:14)
  2. Pennanv niveradus. Seurt kenedelezh.
    Eun deskadurez, eur genedelez, eur brederouriez nevez zoken, a ziwane diouz c’hoari marzus ar bannou « o vrochennat en amc’houlou ». (Kerverziou, 1931:29)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv kened- hag al lostger -elezh.

Troidigezh

Allemand : kenedelez, « Æsthetik », e-barzh « Kenedelez Bro-C’hall en Deiziou-man », troidigezh an titl Den franske Æsthetik i vore Dage (Gwalarn, niv. 10, 1927:86).

Levrlennadur

Kelaouennoù

  • Al Liamm, niv. 193, 1979, « Lizhiri ».
  • Gwalarn, niv. 10, hañv 1927, « Georg Brandes », p. 86-87.

Oberennoù ha pennadoù

  • Bouëssel du Bourg, Malo : 2013. « Ar c’harnedig ruz ». Al Liamm, niv. 401, 2013, p. 9-20.
  • Kerverziou, G. B. : 1931. « Komzskeudennerez ». Gwalarn, niv. 26, Genver 1931, p. 27-33.