bratelladur

Lakaet enlinenn d’ar 16.06.2020,
daskemmet d’ar 05.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

bratelladur, -ioù, pennanv gourel.

  1. Pennanv hollek. Oberiadurioù a-enep un emouelstlad pe un dlead e-keñver unan bennak pe un dra bennak.
    Neuze e sank Chipenda er bratelladur : mont a ra e darempred gant broioù kevalaour, Brazil pergen, a bourchas dezhañ armoù, hag e c’hwevrer 1975 ez entu gant an F.N.L.A. (An Nestour, 1977-b:36)
  2. Pennanv niveradus. Oberiadur a-enep un emouelstlad pe un dlead e-keñver unan bennak pe un dra bennak.
    Ar vrogarouriezh a ziskouezent ne zle ket ober diwelout ar bratelladurioù hag an dilezadurioù paot a voe en o zouez. (Emsav, niv. 76, 1976)
    Euzhus e oa bet kavet gant ar c’hedveno bratelladur un ofisour eus ar Sturvod e gounid Alamagn, hag e kalz Gallaoued e oa bet gwashaet c’hoazh an droug gant an enepyuzevegezh. (An Nestour, 1977-a)

Gerdarzh

Diwar -bratell-, pennrann ar verb bratellat2, hag al lostger -adur.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etreboradel diouzh e stumm brezhonek : Roger an Nestour, Roger Le Nestour.

Kelaouenn

Emsav, niv. 116, Eost 1976, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all. (Daouzekvet testenn, PKB-1511) An emsav aljerian. XI. – Stad aljerian Abd-El-Kader », p. 286-297.

Oberennoù ha pennadoù

  • Le Nestour, Roger : 1977-a. « A-zivout an afer Dreyfus ». Emsav, niv. 121, p. 37-51.
  • Le Nestour, Roger : 1977-b. « Ar brezel-dieubiñ kentañ en Angola ». Emsav, niv. 124, p. 22-41.