gloukez

Lakaet enlinenn d’an 31.07.2020,
daskemmet d’an 29.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

gloukez, pennanv niveradus gourel.

Den nebeut a boell dezhañ.

Pa welemp anezo leun a bromesaou kaer evit ar bobl : groet o devoa lezen ar retrejoù, roet o doa zikouriou d’ar bevien ha, mar vijent hanvet, e lakchent zur mad ar Baradoz da ren war an douar, pe mar ne rajent ket, e tiskrokchent da vihanan hag e rochent al loar da grignât da gement gloukez o chilaouche… (Hekleo Penn ar Bed, niv. 174, 1909)
Yann, kuzet a-drek ar c’hraou, en devoa klevet adarre kaoz an daou c’hloukez. (Koulmig Arvor, 1934:17)

Levrlennadur

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Hekleo Penn ar Bed, L’Écho du Finistère.

Kazetenn

L’Écho du Finistère, niv. 174, 3 a viz Ebrel 1909, « An Tadou koz », p. 1.

Oberennoù ha pennadoù

Koulmig Arvor : 1934. « Yann ar burzudou ». Gwalarn ha Kannadig Gwalarn, niv. 63, C'hwevrer 1934.