diboblet

Lakaet enlinenn d’an 23.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn, p. pajenn(où).

Termenadurioù

diboblet, adanv.

  1. Distank pe distankoc'h e annezidi.
    Gañd eunn dén a skiañt é vézô poblet eur géar holl, hag eur vrô leûn a dûd fallakr a zeûiô da véza diboblet. (Ar Gonideg, 1866-a:810)
    Râk-sé, ménésiou Israel, sélaouit gér ann Aotrou Doué : Ével henn é lavar ann Aotrou Doue d’ar menesiou, ha d’ar c’hréc’hiennou, d’ar froudou, ha d’ann traoñiènnou, d’ar c’hôz-diez didûd, ha d’ar c'hériou dilézet, péré a zô diboblet ha goapéet gañd ar boblou all trô-war-drô. (Ar Gonideg, 1866-b:190)
    Mes ar vroïgo-man a oa re enk evit magan kement a dud, ha dre-ze e sonjas meur a rener klan (1) pe a rener manati en em divroan ha mont gant o zud pe gant o menec’h da glask repu en Bro-Arvor : ar vro-man a oa an dostan d’o hini ; gout a ouient ive e oa evel diboblet, hag e oa ar pezig a dud a vage eus ar memes gouenn hag int. (Kloareg ar Wern, 1910:14-15)
    Ha panefe karteriou kristen eus ar vro, evel Breiz, an Alzas, an Nord, etc., ar Frans ne vije ket pell evit beza diboblet. (Ar Dreff, 1934)
    Setu perag Mussolini a lavar ive: — Eur vro diboblet a rank plega d’ar broiou poblet. (Ar Dreff, 1934)
    Hizio an deiz e kendalc’h kouerien an Uheldiriou da zivroa dre ma teu diaesoc’h diaesa evito beva en eur vro diboblet ha dre ma ’z int hoalet, evel e pep lec’h, gant ar c’heriou. (Andouard, 1938:39)
    Ha c’hwec’h kantved goude Kaezar, pa zilestras bigi ar Vrezhoned o tec’hout rak un alouber all, bro e gozh ar Veneted deut gouez ha diboblet, daoust ha ne zougent ket meur a ziskennad eus ar vrezelourion daer-se, n’o doa gwelet en drec’hidigezh nemet un tu da astenn harzoù o impalaerezh ? (Laorañs, 1944:150)
    Plas 'zo o evidout em zi diboblet,
    Donedigezh vat dit, va c'heneilez !
    (Benead, 1967:150)
    Kroget o doa Korsiz da ermaeziañ da Vro-C'hall abaoe derou an XIXvet kantved tra ma teue an enezenn da vezañ ur vro diboblet hag isdiorreet ; trellet e oa Korsiz gant klod ha mojenn Napoleon ha disoñjet o doa skouer Paoli, ar stourmer evit an dieubidigezh. (Penneg, 1973:400)
    Un aspadenn a gedvuhez koueriek a zalc’has c’hoazh un taluad er c’hêriadennoù diboblet a-raok mont da get gant araokaat an dezougerezh hiniennel : marc’hoù-houarn, marc’hoù-tan, tangirri a roas buan mentoù nevez d’an egor henvoazel. (Emsav, niv. 83, 1973:150)
  2. (E Loenoniezh.) Distank pe distankoc'h e boblad.
    Ar mammou a arrete o dovat, dre ma na zeue ket a vagadurez dezo, hag en doare-se ar c’hestennadou a oa dinerzet ha diboblet a benn ma oa deuet an amzer vad. (Kannad Arvor, 1935)

Gerdarzh

Diwar diboblet, adanor ar verb diboblañ.

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Frañsez ar Gonideg, Jean François Marie Maurice Agathe Le Gonidec ; Kloareg ar Wern, Louis Le Clerc.

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kelaouennoù ha kazetennoù

  • Emsav, niv. 83, Du 1973. « Notennoù kevredadel (11). Kevredadouriezh ar ploue », p. 379-397.
  • Le Courrier du Finistère, niv. 2919, 7 a viz Gwengolo 1935. « Gwenanerez », p. 2.

Oberennoù ha pennadoù

  • Andouard, Loeiz : 1938. « Kudenn an Uheldiriou ». Gwalarn, niv. 117, Eost 1938, p. 35-44.
  • An Dreff, Per : 1934. « Bro C’hall a zaio var zemplaat ma kendalc’h da zevel nebeut a vugale ». Le Courrier du Finistère, niv. 2832, 6 a viz Genver 1934, p. 1.
  • Benead : 1967. « Kozhni ». Al Liamm, niv. 124, p. 387.
  • Laorañs, P. : 1944. « Eus Arvorig da Vreizh : ur gudenn a istor ». Gwalarn, niv. 163, Meurzh 1944, p. 147-150.
  • Le Clerc, Louis : 1910. Ma beaj e Londrez. Sant-Brieg : Moulerez Sant-Gwillerm.
  • Le Gonidec, Jean François Marie Maurice Agathe : 1866-a. Bibl santel pe Levr ar skritur sakr, Levr kentañ. Sant-Brieg : L. Prud’homme.
  • Le Gonidec, Jean François Marie Maurice Agathe : 1866-b. Bibl santel pe Levr ar skritur sakr, Eil levr. Sant-Brieg : L. Prud’homme.
  • Penneg, Per : 1973. « Ar broioù bihan ». Al Liamm, niv. 160, p. 394-402.