kenedoniour
Lakaet enlinenn d’ar 27.10.2021.
Berradurioù : m. gt. : meneget gant ; p. pajennoù.
Termenadur
kenedoniour, -ion, pennanv niveradus gourel.
Den a bleustr war ar genedoniezh.
Lakaomp, hogen divoud ar Yezhoniezh eo ar yezhoù graet en o arver hag en o dedroadur, ne studi ket an ober yezh – ha pa vanfe drezet ar yezhoniour evel an holl gant orin al lavar goude e eurvezhioù labour. Heñvel dra, ar c'henedoniour, evel a verk GADAMER, zo e vicher plediñ gant ergorennoù, an traezoù tonket d'ar mirdi, d'ar muiañ embreger un dezrann bredoniel an ergorekañ gwellañ eus o c'hrouidigezh. (Étienne, 1998:218)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv kened, hag al lostger -oniour.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Étienne, Guy : 1998. « KIS-593 – En-dro d'ar gened », m. gt. Étienne, Guy (rener): 1999. Lavar 12. Ploveilh : Preder. P. 210-220.