hollarvestus
Lakaet enlinenn d’an 12.08.2020.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadurioù
hollarvestus, adanv.
- A arvest ouzh pep tra.
Na loen na stumm na son a vuhez ebet.
Siouaz d’in! poan, da viken poan, da viken!
Ouz an douar e c’houlennan: ar meneziou, santet o deus ?
Ouz an Oabl-hont, an Heol hollarvestus,
Ha n’en deus ket gwelet? (Shelley ha Hemon, 1927:73) - Kaer-meurbet.
E keit-se, an heol hollarvestus a ziskenne flourik-flour a-dreñv da gribenn gwezus an uheldornaod. (Ab Sulio, 1929:24)
Gerdarzh
Diwar an adanv arvestus hag ar rakger holl-.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Ab Sulio : 1929. Seiz vloaz e bro ar vorianed. Brest : Moulerez.
- Shelley, Percy Bysshe ; Hemon, Roparz (troer) : 1927. « Prometheus Diereet ». Gwalarn, niv. 9, nevez-amzer 1927, p. 72-75.