tad-ioù-kozh

Lakaet enlinenn d’an 13.02.2023,
daskemmet d’an 19.06.2023.

Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn ; rp. rannbennad ; s. o. sellet ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

tad-ioù-kozh, tadoù-ioù-kozh, pennanv niveradus gourel.

Tad d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourdad-kozh, hendad-kozh, tadig(où)-kozh, tadigoù, tad-ioù (ster 3), tad-kozh (ster 2), tad-kozh e-raok, tad-kozhig(où), tad-kozh-kuñv, tad-kun (ster 2), tad-kuñv.

Ar vugale a zellaz ivez : na weljont netra nemet eur pen-baz dero, gant eur lêren er pen anean. Ar pen-baz-ze a ouient mad e oa bet d’o zad-iou-koz, pa oa deut, tremen kant hanter kant vla a-rôg, d’al lec’h ma oant, hag ’oa bet miret aboue en tiegez, a rum da rum, gant kalz a evez. (Ar Moal, 1902:190)

mamm-ioù-gozh.

Evezhiadenn : kavout a reer ar ger dindan ar stumm tad-ioù-gozh ivez (s. o. ar rp. « Adstumm », izeloc'h).

Takad arver

Arveret eo ar ger e Treger Vras, nemet er mervent, e Treger Vihan hag e Kernev-Uhel (Ar Rouz, 1963:k. 575). Testeniekaet eo gant Erwan ar Moal (1902:190) hag a zo eus Koadoud, e Treger Vihan.

Adstumm

Ar stumm tad-ioù-gozh a zo arveret e gwalarn an takad-se. Testeniekaet eo war Enez Vriad (Ar Rouz, 1963:k. 575), e Plougouskant (An Du, 2001:k. 576), e Pleuveur-Bodoù, Prad, Plouzelambr ha Treglañviz (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Ar stumm tad-ioù-kozh a zo arveret e gevred an takad. Testeniekaet eo e Koadoud (Ar Moal, 1902:190), e Sant-Fieg, Purid-Kintin, Korle, Plonevell hag etre Plevin ha Pleurdud, da lavaret eo Ploure moarvat (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv tad-ioù hag an adanv kozh.

Levrlennadur

Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann an Du, Jean Le Dû ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ar Moal, Erwan : 1902. Pipi Gonto, marvailhou brezonek, gant E. Ar Moal (Dir-na-Dor). Skeudennou gant E. Dudoret. Sant-Brieg : René Prud’homme.
  • Gros, Jules : 2014. Trésor du breton parlé. Supplément au Dictionnaire breton-français. Fouenant : Yoran Embanner.
  • Le Dû, Jean : 2001. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne, levrenn 2. Brest : Centre de recherche bretonne et celtique, Université de Bretagne occidentale.
  • Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.