kenelyezhoniezh

Lakaet enlinenn d’ar 26.06.2020,
daskemmet d’an 03.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

kenelyezhoniezh, pennanv hollek benel.

Skiant, studi a bled gant ar c'heñverioù etre ar yezhoù hag o amgelc'hioù kevredadel-sevenadurel.

Gant troidigezh derou Aviel Yann e kejez gant ur gudenn hirbleustret ha na c'heller ket diskoulmañ, a gredan, bennozh d'ar genelyezhoniezh. (Pennaod, 1962:450)

Gerdarzh hag istor

Diwar ar pennanv yezhoniezh hag ar rakger kenel-.

1962. « bennozh d'ar genelyezhoniezh » (Pennaod, 1962:450)

Troidigezhioù

Er geriadurioù : kenelyezhoniezh, « ethnolinguistique ». (Menard, 2012).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.
  • Pennaod, Goulven : 1962. « Notennoù a genelyezhouriezh ». Al Liamm, niv. 95, Du-Kerzu 1962, p. 447-451.