divroezet
Lakaet enlinenn d’an 12.07.2020.
Termenadur
divroezet, adanv
(Rouez.) Annezet er-maez eus e vroez orin. Heñvelster : divroet.
Divroezet diouzh ur vroez bennak.
O veva e-metou ar ouennou, am eus niveret, ez eus tud a orin wenn ha hanter-vorianed en eun douez ganto, divrôezet ma ’z int diouz enez Bourbon. (Ab Sulio, 1929:175)
Gerdarzh
Diwar ar pennnv broez hag al lostger -et.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Ab Sulio : 1929. Seiz vloaz e bro ar vorianed. Brest : Moulerez.