Adc'heriadur brezhoneg
gant Yann-Vadezour ar RouzNed eo ket ur geriadur klok a gavoc'h el load-mañ. Un nebeud penngerioù hepken a zo kinniget eno, rak n’eo bet graet ar geriadur-mañ nemet evit klokaat eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek embannet gant An Here1. Ar gerioù a gaver amañ eo ar re :
- nad int ket meneget ennañ,
- nad eo ket meneget ur furm anezho ennañ,
- o deus sterioù ha ned int ket meneget ennañ,
- a gaver e troiennoù, troioù-lavar pe grennlavarioù ha ned int ket meneget ennañ.
Evit penngerioù zo ez eus bet lakaet ivinennoù evit ma vefe aesoc'h kavout ar gerioù kar.
Setu bremañ un nebeud displegadennoù evit ar re o deus c'hoant da c'houzout muioc'h a-zivout al labour-mañ. Meur a abeg a oa evit kendelc'her al labour boulc'het gant ar geriadurourion o deus savet ar geriadur brezhoneg unyezhek.
Da gentañ, kavet ez eus gwell sevel un ostilh e brezhoneg penn-da-benn evit ar vrezhonegerion. Re nebeut a draoù e brezhoneg a gaver ha kement-se ne zoug ket Yann vrezhoneger da ober gant e yezh. Rall eo ar geriadurioù unyezhek e-skoaz ar geriadurioù divyezhek ; ha kalz muioc'h a c'herioù a vank enne p’o lakaer holl a-gevred. Ar 21 016 pennger a gaver er geriadur brezhoneg unyezhek ned int ket trawalc'h evit bastañ d’an ezhommoù pemdez zoken. Ha dirak kalz gerioù all en em gav al lennerion gwall alies. Marteze e c'hallo an degasadenn-mañ sikour hini pe hini neuze, daoust pegen treut e chom an danvez enni.
D’an eil, daoust pegen talvoudus e c'hallont bezañ, ned eo ket a-walc'h kaout geriadurioù divyezhek.
- Dipitus e vefe rediañ ar vrezhonegerion da dremen atav dre ar galleg evit intent ur ger en o yezh. Ned eo ket tonket ar brezhoneg da vezañ troidigezh ur yezh all. Ur c'holl e vefe, rak talvezout a rafe e vefe kaset da arouez, kollet gantañ e wir dalvoudegezh. Ne ziwanfe menozh ebet anezhañ ken ha ne chomfe dezhañ nemet ur seurt vuhez kalvezel.
- Touellus eo an troidigezhioù. Kaoz int a galzig drougimplijoù, rak disheñvel eo sterva hag arver ar gerioù e pep yezh.
- Ur yezh eo ar brezhoneg drezañ e-unan, ha n’eo nemet a-drugarez da dermenadurioù resis ha dre studiañ arverioù ar gerioù e c'haller kompren mat o ster, ha gant skwerioù eo e c'haller anavezout o arverioù.
Evit echuiñ, gwell ez eus bet kavet klask reiñ termenadurioù klokoc'h ha muioc'h a skwerioù eget lakaat gerioù a-vil-vern en adc'heriadur-mañ. Sur a-walc'h en deus sioù c'hoazh. Gwellaat ul labour a c'haller ober dalc'hmat. M’ho peus evezhiadennoù da ober, kit er bajenn « Darempred » ha kasit ur c'hemennad din.
Ho pezet plijadur o sellet e-barzh !
1. Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerion) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.