bleuf

Lakaet enlinenn d’ar 16.06.2020,
daskemmet d’an 22.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

bleuf, pennanv gourel.

  1. Pennanv hollek. Obererezh touellañ ur boblañs dre skignañ keleier faos evit tizhout ur pal resis.
    Mont a ra d’ar bagadoù tud diframm dre ar bluff disprizus, dre anvioù bras-tev, dre ar fromusted. (Gwalarn, niv. 148-149, 1942, p. 277)
    Setu perak ne c'hell ket hor c'helennadurez gouzañv, nag ar bluff, nag an anvioù ronkus, nag an troidelloù, nag an ampartiz, nag al lifreoù. (Gwalarn, niv. 148-149, 1942, p. 278)

    Ober bleuf. Touellañ ur boblañs dre skignañ keleier faos evit tizhout ur pal resis.

    Ar pez hon deuz lavaret, diwar-benn karg ar c'hazetenner, a zo deuet en hor spered, abalamour ma welomp eun niver braz euz hon c'henvreudeur a Bariz, o klask atao lavaret geier, pe hervez ma lavarer ober “bluff” ! (Ar Berr, 1906)
  2. Pennanv niveradus. Oberiadur touellañ ur boblañs dre skignañ keleier faos evit tizhout ur pal resis.
    Laret oa un dañjer a lazhouenn evidomp, laret oa Israel o stourm evit tremen hep bezañ mouget, ne oa ken laret gevier, se ne oa ken ur bleuff. (Skiriou, 1977:37)

Gerdarzh

Diwar ar galleg bluff. Ar galleg bluff, « strategiezh politik pe vilourel a zo he fal touellañ ar boblañs pe an enebourion gant keleier faos » evit ar ster a zegouezh amañ, a zo amprestet digant ar saozneg amerikan bluff, « c'hoari poker » hag « oberiadur touellañ an eneber er c'hoari poker », treverbad eus to bluff, « lakaat da grediñ ez zo gwelloc'h ar jeu an-unan eget ma’z eo evit atizañ an eneber da adlakaat arc'hant en taol » ha « touellañ gant an emzalc'h an-unan » (Imbs, 1975:pg. bluff).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etreboradel diouzh e stumm brezhonek : Leon ar Berr, Léon Le Berre.

Kelaouenn

Gwalarn, niv. 148-149, Mae-Mezheven 1942, « Penaos ober gant ar wirionez », p. 276-280.

Oberennoù ha pennadoù

  • Imbs, Paul (rener) : 1975. Trésor de la langue française – Dictionnaire de la langue du 19e et du 20e siècle élaboré par le Centre national de la recherche scientifique. 4, Badinage-Cage. Pariz : Éditions du Centre national de la recherche scientifique.
  • Le Berre, Léon : 1906. « Spered Pariz ». Ar Bobl, niv. 104, 15 a viz Gwengolo 1906, p. 1.
  • Skiriou, Youenn : 1977. « Kudenn Balestinia ». Al Liamm, niv. 180, p. 26-41.