drouksoñjezon

Lakaet enlinenn d’ar 01.08.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

drouksoñjezon, -où, pennanv niveradus benel.

Soñjezon fall.

Goudeze, rag ma oa eur galoun vad a zen, en despet d’he benn fall, e teuas keuz dezan eus he zroug sonjesonou, hag oc’h en emdeurel da dreit ar markiz e lavaras glac’haret oll.
— Penaus ! c’hui eo, autrou markiz, c’hui eo hoc’h eus c’hoant d’ober kement a vad dime !
(Feiz ha Breiz, niv. 46, 1878, p. 362)
Ar Spagn rivinet evit eun droug-sonjezon (Kannad Arvor, niv. 1645, 1911)

Bezañ karget a zrouksoñjezonoù.

Henvel ouz ann drouk-spered, hor gouarnourien a zo karget a zroug-sonjezonou, a vennosiou fallagr ; ho c’haloun a zo leun a gasoni ouz Doue, ouz ar relijion, ouz ann urz vad, hag ouz kement den a zalc’h d’ar relijion ha d’ann urz. (Kannad Arvor, niv. 634, 1892)

Diwall diouzh an drouksoñjezonoù.

Pe kentoc’h ann autrou Doue he unan eo a so bet falvezet dezan, diskuez deomp pegement e renkomp dioual dious ann droug-sonjesenou. (Feiz ha Breiz, niv. 46, 1878, p. 362)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv soñjezon hag ar rakger droug-.

Levrlennadur

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kelaouennoù ha kazetennoù

  • Feiz ha Breiz, niv. 46, 12 a viz Genver 1878, « Paour ha pinvidic. Arabad eo droug sonjal », p. 361-363.
  • Le Courrier du Finistère
    • niv. 634, 25 a viz Mezheven 1892, « Spered ar c’houarnamant », p. 1.
    • niv. 1645, 29 a viz Gouere 1911, « Eun histor goz », p. 1.