gwezus

Lakaet enlinenn d’an 02.07.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

gwezus, adanv.

A gresk stank ar gwez ennañ.

Gwezus hag anevalus ez oa gwechall ar rann-ved m’en em gavez breman, hogen gant ar goanv-meur Rogiamon (2) ez eo aet d'ar vro skournet a welez. » (X3, 1922:73)
E keit-se, an heol hollarvestus a ziskenne flourik-flour a-dreñv da gribenn gwezus an uheldornaod. (Ab Sulio, 1929:24)
An drevadenn m’emaomp eoriet e aber he fennster a zo gwezus. (Ab Sulio, 1929:65)
Ar vro-mañ a zo digompes ha gwezus, trevadus ha frouezus. (Ab Sulio, 1929:69)
Dibaot, e Breiz, gwelout tachennou gwezus ker brao-ze. (Ab Sulio, 1929:116)
A forz da vale, da drei ha da gildrei, ec’h en em gavas ar borizaned, ha ni ganto, gand eun dorgenn uhel ha gwezus. (Ab Sulio, 1929:129)
E pleg eun dorgennig gwezus, kuzet fall ma ’z int gand an deliadur, emañ brompou (pe kevier-bez, mar bez gwell ganeoc’h) roueed ha rouanezed an Imerina. (Ab Sulio, 1929:131)
En abeg da-ze e voe hanvet an dachennad-douar gwezus-se « Koad Nevet pe koad sakr ». (Ab Sulio, 1933:206)
A-dal d’ar straed gwezus-man e taleas an diou goueriadez da arvesti ouz eur marc’h dipret ha gweskennet a oa eno e stal eur bourreller. (Ab Sulio, 1935:11)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv gwez hag al lostger -us.

Troidigezh

Er geriadurioù : gwezus, gwezuz, « arbustif ». (Favereau, 1992:pg. gwezus).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Favereau, Francis Favereau.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ab Sulio : 1929. Seiz vloaz e bro ar vorianed. Brest : Moulerez.
  • Ab Sulio : 1933. « Penoz e reaz Gradlon ha Kaourantin anaoudegez ». An Oaled, niv. 45, 3de trimiziad 1933, p. 206-212.
  • Ab Sulio : 1935. « Hekleo eus foar Vikaël Brest ». An Oaled, niv. 51, 1 trimiziad 1935, p. 11-15.
  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • X3 : 1922. « Sketla ». Buhez Breiz, niv. 15, Meurzh 1922, p. 73-76.