mamm-guñv

Lakaet enlinenn d’an 10.02.2023,
daskemmet d’ar 25.02.2023.

Berradurioù : bl. bloavezh ; fesk. feskenn ; k. kartenn ; niv. niverenn ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

mamm-guñv, mammoù-kuñv, pennanv niveradus benel.

Mamm d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourvamm-gozh, mamm-gozh-kuñv, mamm-gun (ster 2), mamm-ioù (ster 3), mamm-ioù-gozh.

Eun dra vat eo deski d’eomp lenn ha skriva ar brezoneg hon eus desket war varlenn hor mamm ; Met Istor Breiz a zo eul levr ha ne ’z a ket d’in tamm ebet rak n’eus ennan nemet anoiou koz ha ne vezont ket klevet ken breman ha ne oant anavezet nemet gant va mamm goz pe va mamm gunv. (Feiz ha Breiz, 56vet bl., niv. 9, 1929:353)
D'ar c'houlz-se e oa bev c'hoazh ma mamm-guñv met ma mamm adguñv a oa marv. (Gros, 2014:pg. Mamm)

tad-kuñv, tud-kuñv.

Takad arver

Arveret eo e Leon. Testeniekaet eo e Gwiler-Leon, Porsal ha Bodiliz (An Du, 2001:k. 576). Klotañ a ra gant ar ger tad-kuñv, arveret e Leon (Ar Rouz, 1963:k. 575 ; An Du, 2001:k. 576), war-bouez un takadig etre kreiz ha biz Gorre-Leon (An Du, 2001:k. 576), e Kernev (Ar Rouz, 1963:k. 575), war-bouez aodoù ar c'hreisteiz, un takadig e gwalarn Bro-C'hlazig (Ar Rouz, 1963:k. 575) hag unan all e hanternoz ar C'hab (An Du, 2001:k. 576), hag e biz Treger (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Distaget eo bet « mamm-kuñv », gant ur sandhi, e Gwiler-Leon (An Du, 2001:k. 576).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv mamm hag an adanv kuñv.

Levrlennadur

Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann an Du, Jean Le Dû ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.

Kelaouenn

Feiz ha Breiz, 56vet bl., niv. 9, Gwengolo 1929, « War roudou hon Tadou », p. 352-360.

Oberennoù ha pennadoù

  • Gros, Jules : 2014. Trésor du breton parlé. Supplément au Dictionnaire breton-français. Fouenant : Yoran Embanner.
  • Le Dû, Jean : 2001. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne, levrenn 2. Brest : Centre de recherche bretonne et celtique, Université de Bretagne occidentale.
  • Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.
  • Paotr Juluen : 1935. An Tornaod. Gwengamp : Mouladuriou Arvor.