houarn

Lakaet enlinenn d’ar 17.11.2021,
daskemmet d’an 02.12.2021.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; m. gt. meneget gant ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; s. i. o. sellet ivez ouzh ; s. o. sellet ouzh.

Termenadurioù

houarn, -où, -ioù, hern, pennanv gourel.

  1. Houarn marc'h, pezh houarn a vez staget ouzh pep hini eus karnioù ar c'hezeg.
    • [El liester, dindan ar furm houarnoù.]
      Heja a reas-hi he douarn, hag e stagas ar marc’h da zaoulammat, war-du ar c’hornog, betek ribl ar mor. Pa stokas e houarnou aour ouz ar c’hoummou, e tridas hag e c’houirinas teir gwech. (Hemon, 1926:114)
      Trouz houarnoù ar jav war an hent skornet e zihunas. Houarnoù e jav ? (Al Liamm, niv. 67, 1958:147)
      Kas a rae ar jao ’vit bout houarnoù nevez (Jaffre, 1986, m. gt. ar Borgn, 2011:15-16)
  2. [El liester, furm houarnioù.] Gweleadoù houarn. Heñvelster : houarneg (el liester).
    Ma gleuc'h a zo en houarnioù
    Ha n'oun ket peur krouet e vo
    (kanaouenn war follenn distag)

Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Gerdarzh

Eus an henvrezhoneg hoiarn (Henry, 1900 ; Deshayes, 2003), diwar ar c'helteg *eis-arno- (Henry, 1900) pe *isarnon (Deshayes, 2003), eus an indezeuropeg *ais- (Henry, 1900).

Levrlennadur

Kelaouenn

Al Liamm, niv. 67, Meurzh-Ebrel 1958, « Korn ar gwenedeg. Kontadenn bobl (kendalc'h) », p. 146-147.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ar Borgn, Herri : 2011. Brezhoneg ar Skorv. Trésors parlés du val de Scorff. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Douarnenez : Chasse-Marée.
  • Hemon, Roparz : 1926. « Diweza kanenn Oisin ». Gwalarn, niv. 8, goañv 1926, p. 114-115.
  • Henry, Victor : 1900. Lexique étymologique des termes les plus usuels du breton moderne. Roazhon : J. Plihon et L. Hervé.
  • Jaffre, Job : 1986. Yann ar Baluc’henn, Loudieg : Dastum.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.