mamm-vignon

Lakaet enlinenn d’an 22.02.2023,
daskemmet d’an 19.06.2023.

Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn ; l. levrenn ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

mamm-vignon, mammoù-mignon, pennanv niveradus benel.

Mamm d’an tad pe d’ar vamm. Heñvelsterioù : mamm-baour, mamm-ger, mamm-gozh, mamm-ioù (ster 1). Enepsterioù : bugel-bihan, mab-bihan, merc'h-vihan.

tad-mignon.

Takad arver

Arveret eo e gevred Bro Gwened. Testeniekaet eo e Sarzhav (An Du, 2001:k. 576) ha klotañ a ra gant tad-mignon hag a zo testeniekaet e Lokentaz ivez (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Istor

Stumm skrivet. 1992 : « mamm-vignon » (Favereau, 1992:pg. mamm).

Stumm treuzskrivet. 2001 : « ma məˈɲọ̃ » e Sarzhav (An Du, 2001:k. 576).

Ster. 1992 : mamm-gozh, « mamm-vignon » (Favereau, 1992:pg. mamm).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv mamm hag an adanv mignon.

Levrlennadur

Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann an Du, Jean Le Dû ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.

Oberennoù ha pennadoù

  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Le Dû, Jean : 2001. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne, l. 2. Brest : Centre de recherche bretonne et celtique, Université de Bretagne occidentale.
  • Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.
  • Paotr Juluen : 1935. An Tornaod. Gwengamp : Mouladuriou Arvor.