kenedelour

Lakaet enlinenn d’ar 25.10.2021,
daskemmet d’an 27.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où).

Termenadur

kenedelour, -ion, pennanv niveradus gourel hag adanv.

Adanv. Dezhañ ar pal reiñ kened d’an oberennoù.

Evel-se ez eo bet hor rummad-ni ur rummad tremen ha n' en deus ket degaset kalz tra d' al lennegezh vrezhonek. Stag eo ivez an difrouezh-mañ ouzh ur meizadur « kenedelour » eus al lennegezh hag an arz a zo e unan un heuliad eus an diouer a stourm politikel gwirion. (Olier, 1973:153)
Re emellet e oa gant renerezh ha melestradur ar gelaouenn evit gellout sevel e-unan un oberenn fonnus : houmañ a c'hoarvez dreist-holl eus un dastumad barzhonegoù "Evidon va-unan" awenet gant gwazhwelouriezh deroù ar goudevezh-brezel, ha daou zastumad kontadennoù : "An Irin Glas" hag "Ur Vouezh er Vorenn", a oa dezho dreist-holl ur mennad kenedelour ; me 'fell din lavarout n'en doa ar skrivagner neges ebet da gemenn drezo d'e lennerion, - lakaet a gostez ar vroadelouriezh he doa e vroudet da skrivañ e brezhoneg, evel pep hini ac'hanomp. (Olier, 2003:166)

Gerdarzh

Diwar an adanv kenedel, ennañ ar bennrann -kenel- hag al lostger -el, hag al lostger -our.

Troidigezh

Er c'helaouennoù : kenedelour, « esthéticien » (Al Liamm, niv. 157, 1973:156).

Levrlennadur

Kelaouenn

Al Liamm, niv. 157, 1973, « Geriou ha na gaver ket er geriaduriou », p. 156.

Oberennoù ha pennadoù

  • Olier, Youenn : 1973. « A-hed an deizioù ». Al Liamm, niv. 157, 1973, p. 146-156.
  • Olier, Youenn : 2003. « Tremenvan Ronan Huon. 1922 - 2003 ». Kannadig Imbourc'h, niv. 27, 2003 (stagadenn Imbourc'h, rummad nevez, niv. 7).