kanetenn
Lakaet enlinenn d’an 18.06.2022.
Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; s. o. sellet ouzh.
Termenadur
kanetenn, pennanv niveradus benel.
Endalc'her kranennek graet gant metal hag implijet evit gwerzhañ hag evañ died.
Azezet-brav ’oa Tias dija war ur bez, en disheol, ha digeriñ a reas ur ganetenn chug-frouezh, en doa tapet en e sac’h. (Kerisit, 2013:64)
Evezhiadenn : evit ar ger heñvelstumm, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).
Gerdarzh
Diwar ar galleg canette pe cannette, hag al lostger -enn.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Kerisit, Maguy : 2013. « DHB ». Al Liamm, niv. 401, Du-Kerzu 2013, p. 57-72.