ruzenn

Lakaet enlinenn d’an 09.03.2023,
daskemmet d’an 10.03.2023.

Termenadur

ruzenn, -où, pennanv niveradus benel.

Kensonenn a zistager dre lakaat an aer da ruzañ er genoù. Heñvelsterioù : c'hwezhenn (ster 2), kensonenn c'hwezh (ster b), kensonenn ruz, rimienn.

[s̈], [z̈] eo ar ruzennoù diwar staon̂ aroueziet [ʃ], [ʒ] gant ar G.F.E. / A.P.I. (Evenou, 1987:18)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Evenou, Erwan : 1987. Description phonologique du breton de Lanvénégen (canton du Faouët, Cornouaille) – Studi fonologel brezhoneg Lanijen (kanton ar Faoued, Kernev). Thèse pour le Doctorat Unique sous la direction de monsieur le professeur Pierre Denis – Per Denez. Roazhon.