kammamzeriadur
daskemmet d’an 22.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
kammamzeriadur, -ioù, pennanv niveradus gourel.
Oberiadur kammamzeriañ.
Levezonet e voe Napoléon 3 gant tud evel ar C’huzulier-leviañ Ismaïl Urbain, ar prefed Frédéric Lacroix, ar benngadourion Fleury ha Morris, ar mael Lapasset, ha ganto e voe kendrec’het e oa trevadennadur Aljeria evel ma oa bet embreget betek neuze ur fazi bras, ur c’hammamzeriadur politikel hag armerzhel. (Emsav, niv. 96, 1974)
Gerdarzh
Diwar -kammamzer(i)-, pennrann ar verb kammamzeriañ, hag al lostger -adur.
Troidigezh
Er geriadurioù : kamm-amzeriadur, « anachronisme » (Vallée, 1931).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Kelaouenn
Emsav, niv. 96, Kerzu 1974, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all. (Trede testenn, PKB-1327) An emsav aljerian. II. – Istor Aljeria eus 1848 da 1870 », p. 415-432.
Oberennoù ha pennadoù
Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]