Sterenn ar bugul

Lakaet enlinenn d’an 10.01.2026,
daskemmet d’ar 14.01.2026.

Termenadur

Sterenn ar bugul, anv benel.

Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Merc'her ha hini an Douar. Heñvelsterioù : Berlaouen (ar V.), Gwener, Gwerelaouen (ar W.), Heol Bihan (an), Kirlaouen, Steredenn al labourer, Steredenn an heol, Steredenn ar mesaer, Steredenn ar mintin, Steredenn ar paotr-saout, Steredenn ar pardaez, Steredenn tarzh an deiz, Steredenn vras (ar), Sterenn an deiz, Sterenn an heol, Sterenn an noz, Sterenn ar mesaer, Sterenn tarzh an deiz, Sterenn Wener.

Er stiren hag e den muian ou spi e zou er Verleuen pé stiren er Bugul. (Lihereu Brediah er Fé, 1905:268) [Ar sterenn hag a denn muiañ ho spi a zo ar Verlaouen pe sterenn ar Bugul.]

Levrlennadur

Kelaouenn

Lihereu Brediah er Fé, Du 1905.