Sterenn an noz
Lakaet enlinenn d’an 10.01.2026,
daskemmet d’ar 14.01.2026.
daskemmet d’ar 14.01.2026.
Termenadur
Sterenn an noz, anv benel.
Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini Merc'her ha hini an Douar. Heñvelsterioù : Berlaouen (ar V.), Gwener, Gwerelaouen (ar W.), Heol Bihan (an), Kirlaouen, Steredenn al labourer, Steredenn an heol, Steredenn ar mesaer, Steredenn ar mintin, Steredenn ar paotr-saout, Steredenn ar pardaez, Steredenn tarzh an deiz, Steredenn vras (ar), Sterenn an deiz, Sterenn an heol, Sterenn ar bugul, Sterenn ar mesaer, Sterenn tarzh an deiz, Sterenn Wener.
Taulamb ur sèl pêlloh hoah doh en hiaul, ha ni e huélou er stiren-rid , hanhuet Gùinér, er Verlehuên, stiren en dé, pé stiren en noz, revé ma vé gùélet é splannein ar en dé pé d’en noz ; hi e zou unan ag er ré splannan ag er stirèd ; hi e receu ehué hé splandér ag en hiaul, hag hi e zou ardro seih million leàu ar-n-uiguênd a zoh-t-hou. (Le Tuaut, 1876:47) [Taolamp ur sell pelloc'h c'hoazh doc'h an heol, ha ni a welo ar sterenn-red, hanvet Gwener, ar Verlaouen, sterenn an dez, pe sterenn an noz, hervez ma vez gwelet é splanniñ àr an dez pe d’an noz ; hi a zo unan ag ar re splannañ ag ar stered ; hi a resev ivez he splannder ag an heol, hag hi a zo àr-dro seizh milion lev àrn-ugent azoc'htoñ.]
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Le Tuaut, J. : 1876. Timothé pé diviseu a zivout er fé hag en espéranç a grechéneah. Gwened : Moullerezh Galles.